Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr. Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit. Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz. Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù? Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale? Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti. Hag e savas, hag ez eas d'e di. Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud. Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias. Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien. Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien. Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket? Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint. Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h. Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien. Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se. Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz, e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas. Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro. Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se. Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro. Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul. Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel. Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien. Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor. Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.