Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din. Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho. Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno. An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent. Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas. Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David, a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn? Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz. Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon. O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal? Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h. Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas. Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket. Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ. Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all. Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg. Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede. Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho ar memes tra. Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj. Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont. Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se? Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer. Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad? Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi. An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ. Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz, hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.