Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien: Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz. Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz, hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv. Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl. Jezuz, o vezañ e Betania e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn. An diskibien, o welout-se, a oa droug enno, hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se? Rak gallet e vije bet gwerzhañ ar c'hwezh-vat ker, ha reiñ an arc'hant d'ar beorien. Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver. Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon. Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi. Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras, hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant. Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn. Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp dit evit debriñ ar Pask? Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien. An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask. Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek. E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho. Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo? Eñ a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho. Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet. Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus. Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl dioutañ, rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez, skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù. Me a lavar deoc'h, n'evin mui eus ar frouezh-se eus ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad. Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived. Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet. Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken. Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra. Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont. Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin. O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit. Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin? Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh. Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez! O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet. O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzoù. Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien. Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta. Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl. An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ. Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezhañ: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Va mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ. Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze. Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled? Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se? D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret. Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit. Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien. Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se. Neuze, ar veleien vras, an henaourien, hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv. Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras: Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh. Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep? Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue. Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued; petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel. Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù, o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit? Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead. Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez; Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared. Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se. Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.