En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont? Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout? Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober. Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.