Goude-se, Jezuz a yae eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ, kenkoulz hag un nebeut gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù; Mari, anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti, Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù. Evel ma en em zastume kalz a bobl, ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn: Un hader a yeas er-maez evit hadañ e had, hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het, ha laboused an neñv he debras holl. Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has abalamour ma n'he devoa ket a c'hlebor. Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas. Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se. Respont a reas: Roet eo deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh Doue; met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, en hevelep doare o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket. Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue. Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou; met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet. Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit. Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ. Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h, hag a zoug frouezh gant kendalc'husted. Den, goude bezañ enaouet ur c'houlaouenn, ne c'holo anezhi gant ul lestr, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; met he lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti. Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na zle bezañ dizoloet hag anavezet gant an holl. Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet digantañ memes ar pezh a gred en deus. E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat abalamour d'ar bobl. Neuze e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag e c'hoantaont da welout. Met eñ a respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue, hag a sent outañ. Dont a reas un deiz, ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, hag e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont. E-pad ma oant er vag, e kouske; un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras. Neuze e teujont d'e gavout, hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, mestr, ez eomp da goll! Met eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avel hag ar mor; ar re-mañ a davas, hag e voe ur sioulder bras. Neuze e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavare etrezo: Piv eta eo hemañ, a c'hourc'hemenn memes d'an avelioù ha d'an dour, hag e sentont outañ? Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea. Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaoulien pell a oa. Ne zouge ket a zilhad, ha ne chome ket en un ti, met er bezioù. Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon. Rak Jezuz a c'hourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se; en em gemeret e oa anezhañ abaoe pell a oa; e eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met eñ a dorre an ereoù, hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro. Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ. Int a bede anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder. Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez; hag e pedent anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se; eñ o lezas da vont. An diaoulien eta o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h, hag ar vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag a voe beuzet. Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat; hag e voent leuniet a spont. Ar re o devoa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaoulien. Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ. An den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a gasas anezhañ kuit, o lavarout: Distro da'z ti, ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas eta kuit, oc'h embann dre holl gêr kement en devoa Jezuz graet en e geñver. Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras, rak an holl a c'hortoze anezhañ. Ha setu, un den anvet Jairuz, hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas, hag oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di, rak en devoa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro, hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae Jezuz di, e oa gwasket gant ar bobl. Neuze ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, hag he devoa dispignet he holl vadoù gant medisined, hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad; raktal he diwadañ a baouezas. Ha Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin, rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon. Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ holl, hag oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he devoa stoket outañ, ha penaos e oa bet yac'haet kerkent. Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h. Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na skuizh ket ar Mestr. Met Jezuz, o vezañ e glevet, a lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken, hag hi a vo yac'haet. Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Yann ha Jakez, ha tad ha mamm ar plac'hig. An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ, oc'h anavezout e oa marv. Met, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn, hag e krias: Bugel, sav! He spered a zistroas, hag e savas kerkent; neuze e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ. He c'herent a voe gwall souezhet; met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.