Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; hag ur re bennak o heulie. Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all. Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel. Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn. Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet. An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem; int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet. Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto. Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ. Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist? Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ? Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl, ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz. Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se. Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz, n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev. Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet. Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar? Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded. Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h. Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad. Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù? O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles, o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara. Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ? Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. O vezañ o kemeret, e tebras dirazo. Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù. Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù. Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret, e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz, ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. C'hwi eo an testoù eus an traoù-se, ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h. Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv. Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras. Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.