O vezañ savet e zaoulagad, Jezuz a welas tud pinvidik a lakae o frofoù e teñzor an templ. Gwelout a reas ivez un intañvez paour, a lakaas e-barzh daou bezhig. Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet e-barzh muioc'h eget an holl re all. Rak holl o deus lakaet, e profoù, eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit bevañ. Hag evel ma lavare hiniennoù dezhañ e oa savet an templ gant mein gaer ha gant profoù pinvidik, e lavaras: C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. Hag e c'houlennjont outañ: Mestr, pegoulz en em gavo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout? Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist, hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h. Pa glevot komz eus brezelioù, hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin. Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha bosennoù; hag en em ziskouezo traoù spouronus, ha sinoù bras en neñv. Met, a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint en o sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien, abalamour da'm anv. Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da desteniañ. Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn, rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho. C'hwi a vo gwerzhet gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv. C'hwi a vo kasaet gant an holl, abalamour da'm anv. Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn. Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul. Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit eo tost he glac'har. Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù; ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra en em dec'hint er-maez anezhi; hag ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont e kêr. Rak bez' e vint deizioù a gastiz, abalamour d'an holl draoù a zo bet skrivet da erruout. Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak ur glac'har bras a vo war ar vro-mañ, ha droug a vo a-enep ar bobl-mañ. Kouezhañ a raint dindan dremm ar c'hleze, kaset e vint da sklaved e-touez an holl bobloù, ha Jeruzalem a vo mac'het gant ar bobloù, betek ma vo peurleuniet amzerioù ar bobloù. Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras. An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet. Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras. Pa en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h, ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta. Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez all: pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an hañv; evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit eo tost Rouantelezh Doue. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar. Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den. Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived. Ha, da c'houlou-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.