Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ. Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles. Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se. Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz. Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann. Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked. Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor. Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad. Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara. Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued. Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou. Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked. An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude bezañ adsavet a-douez ar re varv. Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont. Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon. Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout? Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ? Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon. Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur, penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en devoa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket; met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? An diskibl-se eo, a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni. Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent bet skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellje ar bed memes kenderc'hel al levrioù a vije skrivet. Amen.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.