Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar. Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv. Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv. Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se. Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar. Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea. An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di! Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ. Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ. E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet. Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked. Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv. Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout. Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz. Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh. Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem, ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur. Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr. Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit. Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv. Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ. Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv. Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed. P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout. Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout. Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ. Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez. Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet; neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. Jezuz en em lakaas da ouelañ. War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ? Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ. Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo. Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue? Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet. Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset. P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont. Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ. Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet. Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl. Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez. Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv. Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien. Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat. Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel? Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.