Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall. Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue. Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me. Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h. Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez? Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h. Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh: a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon; a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui; a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet. Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h. Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h. C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad. Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet. Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad. En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue. Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad. E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet. Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue. Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ? Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin. Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.