Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv. Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl. Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn. Hiniennoù a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se? Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep. Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver. Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon. Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en holl lec'hioù eus ar bed ma vo an aviel-mañ prezeget, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi. Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn. Selaou a rejont gant joa, hag e lavarjont reiñ arc'hant dezhañ; diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn. Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask? Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h. E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien? Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask. E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e kêr, hag e kavjont an traoù evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask. Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek. Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho. Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo? Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin. Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet. Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl dioutañ. Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez, skuilhet evit kalz. Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue. Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived. Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, hag an deñved a vo stlabezet. Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra. Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin. Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken. Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit. O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ. Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit. Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur? Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh. Mont a reas adarre, hag e pedas, o lavarout ar memes komzoù. O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezhañ. Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien. Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien. An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo; krogit ennañ, ha kasit eñ sur. Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outañ, hag e lavaras dezhañ: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ. Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ. Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ. Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet. Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit. Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ, met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn. Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed. Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan. Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket. Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo. Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout: Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den. Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut. Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep? Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv. Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier. Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur; hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared. Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas. Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre. Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini. Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.
FIND YOUR PASSAGE
Search the Scriptures

A LIBRARY TO EXPLORE
A moment.
A passage.
A new perspective.
Read the Bible, discover the Apocrypha, and explore early Christian writings.
About this collection
This library includes complete Bibles, portions, historical variants, Apocrypha, and separately labeled early writings. Different traditions recognize different canons. Manuscript gaps and editorial reconstructions retain their source labels.
Source records assess public-domain status in the United States. Rights can differ by territory, including King James Version conditions in the United Kingdom. Read the source and rights record for each edition.
YOUR READING LIFE
Saved passages
Saved on this browser. Export a copy to keep your notes when changing devices or clearing browser data.
MAKE ROOM TO READ
Your reading space
Appearance
Reading
Listen
Offline reading
Keep an edition on this device for reading and searching while disconnected. Installed voices can read it aloud. Browser background playback varies by device.
Your privacy
Reading preferences, progress, bookmarks, highlights and notes stay in this browser using functional storage. Online reading and search send the requested edition, passage or query to the server. Prepared narration requests identify the edition, book and chapter. Ordinary hosting access and security logs can include IP addresses, requested URLs, times and basic client information. The website is free, account-free and analytics-free.